Kreizenn skoazell Scribble Maps
Cheñch yezh

FAG ar Moullañ

M'ho peus ket kavet respont d'ho goulenn amañ. Skrivit dre Postel da [email protected] pe implijit an ivinell "Kaout sikour" a-gleiz d'an embanner.

Hollek

Pe eus a vammenn eo roadennoù ar gartenn?
Munut-kenañ eo ma notennoù, perak?
Ha gallout a rin adwerzhañ moullidoù?
Petra eo ho politikerezh prevezded?
Mankout a ra ma hent, perak?
Fellout a ra din kinnig moullidoù e kement-all, ha gallout a rin kaout un ar-bris?
Mankout a ra poentoù (karrezioù) er moullidoù produet?

Kasadenn

Penaos eo pakadet ho produioù evit ar c'hasadenn?
Petra a c'hoarvez ma'z eo fall ma chomlec'h?
Petra a c'hoarvez ma vez kollet ar produ er post?
Pegement e kousto ar c'hasadenn?
Da be vroioù e c'hallan kas ma c'hourc'hemenn?
Pegeit e kemer evit kaout ar pezh a zo bet gourc'hemennet gant ar c'hasadenn dibab?
Ha bez' ez eus heuliañ evit ma fakad?

Paeañ

Ha degemer a rit kartennoù kred etrebroadel?
Pa(d) e tennit an arc'hant diouzh ma c'hont?

Moullañ

Pe vent a c'hallan dibab?
Pe seurt paper a implijit evit ar moullidoù?

Distroioù & Digoll

Petra a c'hoarvez ma n'on ket laouen gant ma moullidoù?
Petra a ra eus ur produ unan a c'haller adpaeañ?
Piv a baee distro ar moullidoù m'int fall pe m'am eus un displijadur all?
Petra a c'hoarvez ma vez gwallet ar produ e-pad ar c'hasadenn?

Hollek


Pe eus a vammenn eo roadennoù ho kartenn?
Scribble Maps a implij Google hag Open Street Maps evit roadennoù ar gartenn.

Munut-kenañ eo ma notennoù, perak?
Derc'hel soñj pa welit ar rakwel, ez eo un rakwel eus ur skeudenn vras, ho notennoù a vo lakaet d'ar skeul. Gwiriit o ment war ar skramm asantiñ en ur zoumañ penn-da-benn.

Ha gallout a rin adwerzhañ moullidoù?
Gallout a rit adwerzhañ en e-giz-e kartenn ebet a implij roadennoù Open Street Map. Mar fell deoc'h adwerzhañ kartennoù a implij roadennoù Google, ez eus ezhomm eus un emglev gant Google.

Petra eo ho politikerezh prevezded?
Ne rannomp ket en-dro ha ne werzhomp ket roadennoù personel ebet a zastumomp. Ho politikerezh prevezded klok a c'haller kavout amañ

Mankout a ra hentoù, perak?
Roadennoù ar gartenn a zo diviz hon ginnigerien. Evit Google, ret eo deoc'h kas dezho ur goulenn cheñchamantoù. Evit Open Street Map e c'hallit kenlabourat gant roadennoù ar gartenn war http://www.openstreetmap.org/.

Fellout a ra din kinnig moullidoù e kement-all, ha gallout a rin kaout un ar-bris?
Ya, kit e darempred gant [email protected] pe implijit ar bouton "Kaout sikour" en embanner scribble maps.

Mankout a ra poentoù (karrezioù) er moullidoù produet?
Dont a ra da c'hoarvezout a-wechoù pa n'eo ket produet c'hoazh roadennoù skeudennoù ar ginnigerien. Dreist-holl evit takadoù na vezont ket sellet outo ingal. Cheñch un tamm kreiz ar gartenn ha produiñ ar moullidoù en-dro a zlefe diskoulmañ ar gudenn. M'emañ atav o c'hoarvezout, kasit deomp ur gemennadenn.

Kasadenn


Penaos eo pakadet ho produioù evit ar c'hasadenn?
Ar moullidoù a vez kaset en tuboù.

Petra a c'hoarvez ma'z eo fall ma chomlec'h?
M'eo fall ur chomlec'h ha ma vez distroet ar produ d'hor c'kreizenn gasañ, e klaskimp e adkas d'ho chomlec'h nevez. N'eus tra ebet dedennet avat peogwir n'int ket distroet atav ar produioù.

Petra a c'hoarvez ma vez kollet ar produ er post?
Ma vez kollet ho kourc'hemenn er post, lârit deomp ha moulliñ ha kas a raimp anezhañ en-dro.

Pegement e kousto ar c'hasadenn?
Digoust eo ar c'hasadenn Reizh. Pourchas a reomp atav un URL heuliañ.

Da be vroioù e c'hallan kas ma c'hourc'hemenn?
Kas a reomp d'ar bed a-bezh.

Pegeit e kemer an holl?
Ar moullañ gwirion a bad 2 da 7 devezh, hag ar c'hasadenn a gemer peurliesañ 5 da 10 devezh. Dre vras e c'hallit gortoz ho moullidoù a-benn 3 sizhun.

Ha bez' ez eus heuliañ evit ma fakad?
Atav e implijomp kasourien gant heuliañ, setu e tlefec'h resev un URL heuliañ pa vez kaset ar produ.

Paeañ


Ha degemer a rit kartennoù kred etrebroadel?
Ya, degemer a reomp an holl gartennoù kred en o zouez Visa, Mastercard, hag American Express.

Pa(d) e tennit an arc'hant diouzh ma c'hont?
Tennañ a reomp an arc'hant diouzh ho kont kerkent ha m'eo asantet ho kourc'hemenn.

Moullañ


Pe vent a c'hallan dibab?
Evit ar mare e kinnigomp 3 ment. 18x18", 24x18", 36x24". M'ho peus ur raktres dibar a c'houlenn ur vent dibar, kasit deomp ur gemennadenn ha gwelet a raimp ma c'hallomp sikour.

Pe seurt paper a implijit evit ar moullidoù?
Ar moullidoù a vez moullet war paper foto lufrus a ziviz uhel.


Distroioù & Digoll

Petra a c'hoarvez ma n'on ket laouen gant ma moullidoù?
Kasit deomp ur gemennadenn a-benn 14 devezh goude bezañ resevet ho moullidoù ha lârit deomp ar gudenn. Atebek omp eus kalite ar moullañ hag eus ar stad e teu.

Petra a ra eus ur produ unan a c'haller adpaeañ?
Ar gwalladennoù e-pad ar c'hasadenn pe ar gudennoù gant ar moullidoù fizikel a ro tro d'ur moullidoù nevez bezañ kaset.

Piv a baee distro ar moullidoù m'int fall pe m'am eus un displijadur all?
Digollet e vo ar c'hasadenn dre briz just ar marc'had ma rank ar moullidoù bezañ distroet.

Petra a c'hoarvez ma vez gwallet ar produ e-pad ar c'hasadenn?
Ma vez gwallet ho moullidoù e-pad ar c'hasadenn, kasit deomp ur skeudenn ha moulliñ ha kas a raimp deoc'h unan nevez.


 

Hizivaet da ziwezhañ