Kreizenn skoazell Scribble Maps
Cheñch yezh

Kemmañ unanennoù ar gorread er reizhiadoù Impalaerel ha Metrek

Tresañ ur stumm (skouergorn/kelc'h/liested)

  1. Tresit ar stumm. 
    Evit gouzout penaos ober, gweladennit al liammoù-mañ:
    Loc'hañ a raimp an skouer-mañ en ur dresañ ur skouergorn.
 

Digeriñ ha dilec'hiañ prenestr an Arventennoù

  1. E korn traoñ kleiz Traoñ Gwel ar Gartenn, klikit war an Arlun Rod-dantek.
    PE
    Klikit war al Lañser e korn uhel kleiz, ha diuzit an arlun "Arventennoù an etrefas".
    Prenestr an Arventennoù a zeuio war wel.
     
  2. (Diret) Klikit ha riklit war riblenn prenestr an Arventennoù evit ma vo gwelus ar skouergorn hoc'h eus treset.
 

Diuzañ ar reizhiad Impalaerel hag an unanenn c'horread

  1. Dindan titl Muzul, klikit war ar bouton radio evit dibab ma vo skrammet unanennoù ar gorread gant ar reizhiad Metrek pe gant ar reizhiad Impalaerel.
    Loc'hañ a raimp an skouer-mañ en ur zibab: Impalaerel.
    Gwelout a reot eo arventennet Unanenn C'horread d'an dibab dre ziouer: Emgefreek.
    Talvezout a ra e vo arventennet an unanennoù en un doare emgefreek e: miltir.
     
  2. Diuzit "Benveg Kemmañ/Muzuliañ" er varrenn-benvegoù uhel.
    Stlakadenn buan: Pe c'hwi a c'hall pouezañ war ar bouton "Q" eus ho stlakell.
     
  3. E Gwel ar Gartenn, lakait ho logodenn dreist ar skouergorn hoc'h eus treset.
    Ur vouilhenn ditouroù a zeuio war wel hag a ziskouez ar muzul gorread e; miltir karrez.
     
  4. Sellit ouzh prenestr an Arventennoù. Evit ar reizhiad Impalaerel, c'hwi a c'hall arventennañ an Unanenn C'horread da:
    • Emgefreek - (miltir karrez).
    • Meutad karrez.
    • Troad karrez.
    • Iard karrez.
    • Miltir karrez.
    • Ekr.

Diuzañ ar reizhiad Metrek hag an unanenn c'horread

  1. Dindan titl Muzul, klikit war ar bouton radio evit dibab ma vo skrammet unanennoù ar gorread gant ar reizhiad Metrek pe gant ar reizhiad Impalaerel .
    Loc'hañ a raimp an skouer-mañ en ur zibab; Metrek.
    Gwelout a reot eo arventennet Unanenn C'horread d'an dibab dre ziouer: Emgefreek.
    Talvezout a ra e vo arventennet an unanennoù en un doare emgefreek e: kilometrad karrez.
     
  2. Diuzit "Benveg Kemmañ/Muzuliañ" er varrenn-benvegoù uhel.
     
  3. E Gwel ar Gartenn, lakait ho logodenn dreist ar skouergorn hoc'h eus treset.
    Ur vouilhenn ditouroù a zeuio war wel hag a ziskouez ar muzul gorread e; kilometrad karrez.
     
  4. Sellit ouzh prenestr an Arventennoù. Evit ar reizhiad Metrek, c'hwi a c'hall arventennañ an Unanenn C'horread da:
    • Emgefreek - (kilometrad karrez).
    • Santimetrad karrez.
    • Metrad karrez.
    • Kilometrad karrez.
    • Ektar.
 
 

Gwelout ivez

Kemmañ unanennoù al hirder er reizhiadoù Impalaerel ha Metrek

 
 

Hizivaet da ziwezhañ