Kemmañ unanennoù an hed er reizhiadoù Impalaerel ha Metrek
Tresañ ul linenn pe ur stumm
- Tresit al linenn pe ar stumm.
Evit deskiñ penaos tresañ ul linenn, sellit ouzh al liammoù-mañ:
- Benveg Linenn—Tresañ ul linenn eeun, Linennoù kennasket, Linenn nij pe Linenn ment
- Benveg Tresañ—Tresañ ul linenn dieub
- Benveg Pen/Krommenn—Tresañ ul linenn gromm resis
Evit deskiñ penaos tresañ ur stumm, sellit ouzh al liammoù-mañ:
Loc'hañ a raimp an skouer-mañ dre dresañ ul linenn.
Digeriñ ha dilec'hiañ prenestr an Arventennoù
- E-kreiz traoñ kleiz traoñ pajenn Gwel ar Gartenn, klikit war an Arlun Dantad.
PEKlikit war al Lañser er c'horn kleiz a-us, ha diuzit neuze an arlun "Arventennoù an etrefas".Prenestr an Arventennoù a zeuio war-wel.
- (Diret) Klikit ha riklit war riblenn prenestr an Arventennoù evit ma vo gwelet al linenn ho peus treset.
Diuzañ ar reizhiad Impalaerel hag unanenn an hed
- Dindan an titl Muzul, klikit war ar bouton radio evit dibab hag-eñ e fell deoc'h e vo diskouezet unanennoù an hed dre ar reizhiad Metrek pe Impalaerel.
Loc'hañ a raimp an skouer-mañ en ur zibab: Impalaerel.Gwelout a reot eo arventennet an Unanenn hed d'an dra dre ziouer: Emgefreek.Talvezout a ra an dra-se e vo arventennet an unanennoù en un doare emgefreek e: miltirioù.
- Diuzit "Benveg Kemmañ/Muzuliañ" er varrenn-binvioù a-us.
Stlenn buan: Pe c'hwi a c'hall pouezañ war ar bouton "Q" war ho klavier.
- E Gwel ar Gartenn, lakait ho logodenn a-us d'al linenn ho peus treset.
Ur vilulenn ditouroù a zeuio war-wel hag a ziskouezo muzul an hed e; miltirioù.
- Sellit ouzh prenestr an Arventennoù. Evit ar reizhiad Impalaerel, e c'hallit arventennañ an Unanenn hed e:
- Emgefreek - (miltir).
- Meutad.
- Treid.
- Treid Meutadoù - (0’0”).
- Iard.
- Miltir.
- Mil-mor.
Diuzañ ar reizhiad Metrek hag unanenn an hed
- Dindan an titl Muzul, klikit war ar bouton radio evit dibab hag-eñ e fell deoc'h e vo diskouezet unanennoù an hed dre ar reizhiad Metrek pe Impalaerel .
Loc'hañ a raimp an skouer-mañ en ur zibab: Metrek.
Gwelout a reot eo arventennet an Unanenn hed d'an dra dre ziouer: Emgefreek.
Talvezout a ra an dra-se e vo arventennet an unanennoù en un doare emgefreek e: kilometradoù. - Diuzit "Benveg Kemmañ/Muzuliañ" er varrenn-binvioù a-us.
Stlenn buan: Pe c'hwi a c'hall pouezañ war ar bouton "Q" war ho klavier.
- E Gwel ar Gartenn, lakait ho logodenn a-us d'al linenn ho peus treset.
Ur vilulenn ditouroù a zeuio war-wel hag a ziskouezo muzul an hed e; kilometradoù.
- Sellit ouzh prenestr an Arventennoù. Evit ar reizhiad Metrek, e c'hallit arventennañ an Unanenn hed e:
- Emgefreek - (kilometrad).
- Milimetrad.
- Santimetrad.
- Metr.
- Kilometrad.
Gwelout ivez
Kemmañ unanennoù an gorread er reizhiadoù Impalaerel ha Metrek
Hizivaet da ziwezhañ