Kreizenn skoazell Scribble Maps
Cheñch yezh

Ouzhpennañ ul liamm da bajenn web e deskrivadur ur merker

Digeriñ prenestr kemmer ar merker

  1. Diuzañ ar Benveg Kemmañ/Muzuliañ er varrenn-ostilhoù el laez.
    Stokell vuan: Pe pouezañ war ar bouton "Q" war ho klavier.
     
  2. Er Gwel Kartenn, klikañ war ar merker.
    Dont a raio war-wel bulgenn an titouroù ha prenestr kemmer ar merker.
 

Ouzhpennañ liamm ar bajenn web

  1. E prenestr kemmer ar merker, ouzhpennañ an URL er Deskrivadur.
     
  2. E prenestr kemmer ar merker, klikañ war ar bouton "Enrollañ".

Pe

  1. Klikañ war an Arlun Chadenn a zo ganti an tipter: "Ouzhpennañ Liamm".
     
  2. Skrivañ chomlec’h ar bajenn web er vaezienn "URL al liamm". Da skouer "www.google.com".
     
  3. Diuzit penaos e fell deoc’h e vefe digaret ar bajenn web:
    • Kargañ en ur c’hoalenn "Prenestr nevez" er merdeer.
      PE
    • Erlec’hiañ ar gartenn a zo er c’hoalenn "Er memes prenestr".
    Notenn: M’hoc’h eus diuzet "Er memes prenestr", e c’hall roadennoù ar gartenn n’int ket bet enrollet gant an implijer mont da get pa vez treuzfurmet d’ar bajenn web.
     
  4. Klikañ war "Enlakaat".
     
  5. E prenestr kemmer ar merker, klikañ war ar bouton "Enrollañ".
     
 

Previñ al liamm

  1. Evit previñ al liamm, diuzañ ar Benveg Dorn er varrenn-ostilhoù el laez.
     
  2. Er Gwel Kartenn, klikañ war ar merker.
    Al liamm a vo er deskrivadur.
     
  3. Klikañ war al liamm.
    • M’az eus bet diuzet "Prenestr nevez", e vo karget ar bajenn web en ur c’hoalenn nevez.
      PE
    • M’az eus bet diuzet "Er memes prenestr", e c’hall ar bajenn web ho kelenn a-zivout kolladenn roadennoù n’int ket bet enrollet. Enrollit ho kartenn. Goude-se klikit war bouton ar merdeer evit kenderc’hel. Ar bajenn web a erlec’hio ar gartenn.
     
 
 

Pennad stag

Ma fell deoc’h e vefe diskouezet atav gant ar gartenn titouroù diwar-benn ar merker, e c’hallit ouzhpennañ ur Vikedenn e-kichen ar merker. Evit gouzout penaos ober; kit d’al liamm-mañ: Benveg Tikedenn—Krouiñ ur Vikedenn.

 
 

Gwelit ivez

Kemmañ an tipografiezh hag ar furmadur eus an destenn e deskrivadur ur merker

Ouzhpennañ ul liamm hentoù e deskrivadur ur merker

Enkargañ ur skeudenn e deskrivadur ur merker

Enframmañ ur video YouTube e deskrivadur ur merker

Enframmañ ur pladenn SoundCloud e deskrivadur ur merker

 
 

Hizivaet da ziwezhañ