Ouzhpennañ ul liamm da bajenn web e deskrivadur ur merker
Digeriñ prenestr kemmer ar merker
-
Diuzañ ar Benveg Kemmañ/Muzuliañ er varrenn-ostilhoù el laez.
Stokell vuan: Pe pouezañ war ar bouton "Q" war ho klavier.
- Er Gwel Kartenn, klikañ war ar merker.
Dont a raio war-wel bulgenn an titouroù ha prenestr kemmer ar merker.
Ouzhpennañ liamm ar bajenn web
- E prenestr kemmer ar merker, ouzhpennañ an URL er Deskrivadur.
- E prenestr kemmer ar merker, klikañ war ar bouton "Enrollañ".
Pe
- Klikañ war an Arlun Chadenn a zo ganti an tipter: "Ouzhpennañ Liamm".
- Skrivañ chomlec’h ar bajenn web er vaezienn "URL al liamm". Da skouer "www.google.com".
- Diuzit penaos e fell deoc’h e vefe digaret ar bajenn web:
- Kargañ en ur c’hoalenn "Prenestr nevez" er merdeer.
PE
- Erlec’hiañ ar gartenn a zo er c’hoalenn "Er memes prenestr".
Notenn: M’hoc’h eus diuzet "Er memes prenestr", e c’hall roadennoù ar gartenn n’int ket bet enrollet gant an implijer mont da get pa vez treuzfurmet d’ar bajenn web.
- Kargañ en ur c’hoalenn "Prenestr nevez" er merdeer.
- Klikañ war "Enlakaat".
- E prenestr kemmer ar merker, klikañ war ar bouton "Enrollañ".
Previñ al liamm
- Evit previñ al liamm, diuzañ ar Benveg Dorn er varrenn-ostilhoù el laez.
- Er Gwel Kartenn, klikañ war ar merker.
Al liamm a vo er deskrivadur.
- Klikañ war al liamm.
- M’az eus bet diuzet "Prenestr nevez", e vo karget ar bajenn web en ur c’hoalenn nevez.
PE
- M’az eus bet diuzet "Er memes prenestr", e c’hall ar bajenn web ho kelenn a-zivout kolladenn roadennoù n’int ket bet enrollet. Enrollit ho kartenn. Goude-se klikit war bouton ar merdeer evit kenderc’hel. Ar bajenn web a erlec’hio ar gartenn.
- M’az eus bet diuzet "Prenestr nevez", e vo karget ar bajenn web en ur c’hoalenn nevez.
Pennad stag
Ma fell deoc’h e vefe diskouezet atav gant ar gartenn titouroù diwar-benn ar merker, e c’hallit ouzhpennañ ur Vikedenn e-kichen ar merker. Evit gouzout penaos ober; kit d’al liamm-mañ: Benveg Tikedenn—Krouiñ ur Vikedenn.
Gwelit ivez
Kemmañ an tipografiezh hag ar furmadur eus an destenn e deskrivadur ur merker
Ouzhpennañ ul liamm hentoù e deskrivadur ur merker
Enkargañ ur skeudenn e deskrivadur ur merker
Enframmañ ur video YouTube e deskrivadur ur merker
Enframmañ ur pladenn SoundCloud e deskrivadur ur merker
Hizivaet da ziwezhañ