Tuginañ lusk ar poentoù war ul linenn/harzh - "Linenn > Tuginañ ar poentoù"
Tuginañ ar poentoù a cheñch lec'h ar poent kregiñ hag ar poent echuiñ.
Notenn: Ne vo ket gwelus an treuzfurmadur ma n'eo ket stilet al linenn/harzh gant penn-biroù unlusk (Gwelit Dibab 2).
Dibabit an dibab 1 pe 2
Daou zibab zo evit tuginañ lusk ar poentoù:
- Dibab 1 - Evit al linennoù/harzhioù hep penn-biroù.
- Dibab 2 - Evit al linennoù/harzhioù gant penn-biroù.
(Dibab 1) - Evit al linennoù/harzhioù hep penn-biroù
- En barrenn-benvegoù el laez, diuzit ar Benveg Tresañ.
Berradenn: Pe c'hwi a c'hall pouezañ war ar stokell "D" eus ho klavier.
- E Gwel ar Gartenn, klikit ha riklit evit tresañ al linenn.
- E laez Panell ar Gwiskadoù, klikit war arlun ar c'hordenn hag an alc'hwez eus an Daolenn-benvegoù.
C'hwi a welo ur prenestr gant dibaboù Oberoù kreiz ha Lugant o tont war-wel.
- Dindan an talbenn "Treuzfurmiñ" > an istalbenn "Linenn", klikit war al liamm: "Tuginañ ar poentoù".
- Dindan an talbenn "Diuzañ Orezenn", klikit war ar stokell: "Diuzañ".
-
Klikit war al linenn hoc'h eus krouet.
-
Klikit war ar stokell: "Tuginañ ar poentoù".
- E c'horn dehoù el laez eus ar prenestr Daolenn-benvegoù , klikit war ar stokell "X", evit serriñ ar prenestr.
E Gwel ar Gartenn, al linenn a seblant bezañ chomet heñvel, met tuginet eo bet ar poentoù.
(Dibab 2) - Evit al linennoù/harzhioù gant penn-biroù
- En barrenn-benvegoù el laez, diuzit ar Benveg Tresañ.
Berradenn: Pe c'hwi a c'hall pouezañ war ar stokell "D" eus ho klavier.
- E-kichen Diuzer liv al Linenn, klikit war ar biroù krec'h/traoñ evit dibab tevder al linenn. C'hwi a c'hall ivez skrivañ an niver.
- E-kichen diuzer tevder al linenn, klikit war stil red al linenn.
C'hwi a welo ar roll dilamet m'hallit dibab ar stil nevez evit al linenn.Diuzit ur stil linenn gant penn-biroù unlusk.
- E Gwel ar Gartenn, klikit ha riklit evit tresañ al linenn.
Notenn: Ma n'eo ket gwelus ar penn-biroù, dilamit al linenn ha kroget en-dro gant ar prosedur adalek an deroù. Pa vezit en ur ziuzañ tevder al linenn, dibabit un niver uheloc'h.
- E laez Panell ar Gwiskadoù, klikit war arlun ar c'hordenn hag an alc'hwez eus an Daolenn-benvegoù.
C'hwi a welo ur prenestr gant dibaboù Oberoù kreiz ha Lugant o tont war-wel.
- Dindan an talbenn "Treuzfurmiñ" > an istalbenn "Linenn", klikit war al liamm: "Tuginañ ar poentoù".
- Dindan an talbenn "Diuzañ Orezenn", klikit war ar stokell: "Diuzañ".
-
Klikit war al linenn hoc'h eus krouet.
-
Klikit war ar stokell: "Tuginañ ar poentoù".
- E c'horn dehoù el laez eus ar prenestr Daolenn-benvegoù , klikit war ar stokell "X", evit serriñ ar prenestr.
E Gwel ar Gartenn, c'hwi a welo e vez tuginet lusk ar penn-biroù.
Pennad stag
Lakaat ur merker war ur pellder spisaet war ul linenn/harzh - "Linennoù > Pell. a-hed al Linenn"
Hizivaet da ziwezhañ