Kreizenn skoazell Scribble Maps
Cheñch yezh

Lakaat ur stumm izometrek da vezañ ul liamm klikus etrezek ur bajenn web

  1. En Gwiskadoù, kavit al linenn evit ar stumm izometrek. Goude-se klikit war an Arlun Pensil.
     
  2. Dindan an titl "Liamm klikus", skrivit chomlec'h ar bajenn web.
    Da skouer "www.google.com".
     
  3. Dibabit ma fell deoc'h e vefe ar bajenn web:
    • Kargañ en un ivinell "Prenestr nevez" eus ar merdeer.
      pe
    • Erlec'hiañ ar gartenn a zo en ivinell "Er memes prenestr".
      Notenn: Mar dibabit "Er memes prenestr", e c'hall roadennoù ar gartenn n'int ket bet enrollet gant an implijer mont da get pa vez treuzkaset da di ar bajenn web.
     
  4. Klikit war ar bouton "Enrollañ".
     
  5. Evit amprouiñ al liamm, diuzit an Ostilh Dorn er varrenn ostilhoù el laez. Goude-se klikit war ar stumm izometrek.
    • Mar deus bet diuzet "Prenestr nevez", e vo karget ar bajenn web en un ivinell nevez.
      pe
    • Mar deus bet diuzet "Er memes prenestr", e c'hall ar bajenn web ho kelaouiñ e c'hallfec'h kellet roadennoù n'int ket bet enrollet. Enrollit ho kartenn. Goude-se klikit war bouton ar merdeer evit kenderc'hel. Ar bajenn web a erlec'hio ar gartenn.
 
 

Gwelout ivez

Dilec'hiañ ur stumm izometrek

C'hwelañ ur stumm izometrek

Kemmañ ment ur stumm izometrek

Kemmañ titl ha deskrivadur ur stumm izometrek

Krouiñ ur stumm izometrek gant ar frekañs eus ur merker

 
 

Hizivaet da ziwezhañ